SVT-40

Eus Wikipedia
SVT-40
Skeudenn ar pennad SVT-40

Un SVT-40 en Armémuseum (Stockholm)
Kinnig
Bro URSS
Mont en-dro Fuzuilh damaotomatek
Munisionoù 7,62 × 54 mm R
Mare produiñ 1938 - 1945
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,89 kg
Hirder 1.222 mm
Hirder ar c'hanol 625 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 500 m (betek 1.000 m gant ul lunedenn)
Tizh mont e-maez ar boledoù 830 m/s
Endalc'h Karger-fiñv 10 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An SVT-40 (Samozaryadnaya Vintovka Tokareva, Obrazets 1940 goda, "Fuzuilh Tokarev adkarget hec'h-unan, doare 1940", rusianeg: Самозарядная винтовка Токарева, образец 1940 года), lesanvet Sveta, a zo ur fuzuilh damemgefreek soviedel ijinet e deroù ar bloavezhioù 1930 ha produet etre 1938 ha 1945.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An SVT-40 a oa a-zoare war an dachenn emgann. Pa c'halle e adimplije soudarded an Ahel anezhi war Talbenn ar Reter.

Er bloavezhioù 1930 e oa penn an URSS Jozef Stalin dedennet-bras gant an armoù damemgefreek, hag an Arme Ruz he devoa roet lañs da genstrivadegoù evit fuzuilhoù a seurt-se e 1935. Fedor Tokarev en devoa krouet d'ar mare-se tresoù diazez ar fuzuilh SVT. Ar fuzuilh a voe trec'h a oa hini Sergei Gavrilovich Simonov, ha degemeret e voe er servij dindan an anv AVS-36. Dilezet e voe e 1941 abalamour da gudennoù mont en-dro war an dachenn.[1]

Kemeret e voe e blas gant an SVT-40, a oa ur stumm gwellaet eus an SVT-38 kinniget gant Tokarev un nebeud bloavezhioù a-raok. Implijet e voe e-pad an Eil Brezel-bed gant is-ofiserien ha tennerien-resisted an Arme Ruz dreist-holl.[1] Goude ar brezel e voe implijet armoù nevez gant an nerzhioù soviedel e-lec'h an SVT-40, evel an SKS pe an AK-47. E-tro 1.600.000 fuzuilh SVT-40 a zo bet produet en holl.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 136-137
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan