Mont d’an endalc’had

Fuzuilh

Eus Wikipedia
Ur fuzuilh chaseal tri zenn damaotomatek Franchi Fast Pro, kalibr 12/76.

Ur fuzuilh zo un arm-tan hir evit tennañ a-bell hag a rank sañset bezañ implijet gant e zaouarn pe pozet war ur pezh (daoubez, trebez, sac'h) pa denner. E geriaoueg an arme ez eo ur fuzuilh un arm-tan dezhañ ur c'hanol rizennet. Pa raer anv eus armoù implijet er-maez eus an arme (evit chaseal dreist-holl) ez eo ur fuzuilh un arm dezhañ unan pe meur a ganol flour.[1]

Lies eo ar fuzuilhoù. Ar fuzuilhoù-arsailh a zo implijet dreist-holl gant an armeoù. Ar fuzuilhoù-resisted a vez implijet gant an armeoù ha strolladoù surentez ar Stadoù evel ar polis. Fuzuilhoù poultr-du a vez implijet c'hoazh gant dastumerien hag e kenstrivadegoù tennañ gant armoù kozh.

Pa raer anv eus un arm-tan hir rizennet e ganol(ioù) hag implijet evit chaseal pe e bed ar sportoù tennañ e implijer kentoc'h ar ger karabinenn. Met e geriaoueg an arme e implijer a-wechoù ar ger karabinenn evit armoù rizennet o c'hanol berroc'h o ment hag o hed-tenn (Karabiner 98k, M1 Carbine).

Fuzuilh-arsailh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Sturmgewehr 44, unan eus ar fuzuilhoù-arsailh kentañ ijinet e fin an Eil Brezel Bed.

Ur fuzuilh-arsailh, pe fuzuilh-argad, a zo graet evit tennañ betek 300 metrad gant ar mod damaotomatek, pe betek 30 metrad er mod aotomatek. Hendad ar fuzuilhoù-arsailh en istor a voe an Avtomat Ferodova, krouet e Impalaeriezh Rusia e 1916. E fin an Eil Brezel-bed e voe ijinet en Alamagn ar Sturmgewehr 44, a zo gwelet evel ar fuzuilh-arsailh vodern kentañ. Hiziv e implij ar braz eus an armoù-mañ ar c'halibr standart 5,56 x 45 mm NATO. E-touez ar munisionoù all implijet ar muiañ e kaver ar 7,62 x 51 mm NATO pe ar 7,62 x 39 soviedel.

Un AK-47, a zo e-touez ar fuzuilhoù-arsailh implijetañ er bed ablamour d'he soluter ha d'he friz izel.[2]

Skouerioù fuzuilhoù-arsailh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

, 1942)

Fuzuilh-resisted[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur fuzuilh a-bell M40 amerikan gant he lunedenn hag he daoubez.

Ur fuzuilh resisted a vez implijet gant an armeoù da lazhañ enebourien pe distruj dafar en tu all da 300 metrad. Bremañ e vez atav pourveziet gant ul lunedenn da welet pell. E miz Mae 2017 ez eus bet lazhet un den da 3.540 metrad gant ur soudard kanadian en Irak[3]. E-touez ar c'halibroù bras implijet ar muiañ hiziv e kaver an .50 BMG, an .338 Lapua Magnum, ar 6,5 Creedmoor hag ar re .375 ha .408 CheyTac. En XXvet kantved ez eus bet implijet kenañ kalibroù evel an .30-06 Springfield gant arme Stadoù-Unanet Amerika. Ar c'halibr .308 Winchester a vez implijet c'hoazh e fuzuilhoù a-bell gant kalz strolladoù polis er bed. A-wechoù e vez graet gant ur c'halibr bihanoc'h evel an 5,56 x 45 NATO implijet e fuzuilhoù Sig Sauer 550 ar GIGN e Frañs[4].

Skouerioù fuzuilhoù a-bell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fuzuilh-chase[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur sell a-dostoc'h ouzh ur fuzuilh-chase, dezhi daou ganol flour kichen-ha-kichen da wintañ, kalibr 18.

Ur fuzuilh-chase he deus alies daou ganol flour, a-wechoù unan (fuzuilhoù damaotomatek modern pe fuzuilhoù kozh un-tenn) pe dri. Pa vez daou ganol e c'hallont bezañ savet kichen-ha-kichen pe dreistlakaet an eil war egile. Implijet e vez da dennañ war loened tost a-walc'h (dindan 50 metrad). Gellet a ra bezañ karget gant kartouchennoù plom evit ar jiboez bihan pe gant kartouchennoù slug enne ur boled evit al loened brasoc'h (moc'h-gouez, kirvi...). E-touez ar c'halibroù implijet ar muiañ e kaver ar c'halibroù 12 hag 20. Ar c'halibr 16 a oa an hini implijetañ e Frañs a-raok ar bloavezhioù 1970. Ar c'halibr .410 (pe 36 magnum) a gaver e fuzuilhoù bihan da lazhañ loened bihan a-dost. En Europa eo kambret peurliesañ ar fuzuilhoù chase evit kartouchennoù 65 mm, 70 mm pe 76 mm (magnum) hirder o c'hartouchenn.

Kenaozadoù a c'haller gwelet eus kanolioù rizennet (bihanoc'h o zreuzkiz) ha kanolioù flour war armoù zwilling, drilling ha vierling (eus an nec'h d'an traoñ)

Zwilling, drilling ha vierling[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War fuzuilhoù zo e kaver ur c'hanol rizennet asambles gant ur c'hanol flour. Zwilling a vez graet eus ar meskaj-se ; drilling a vez graet eus fuzuilhoù dezhe daou ganol flour hag unan rizennet, pe ar c'hontrol ; ha vierling eus ur fuzuilh dezhi daou ganol flour ha daou ganol rizennet. Armoù a seurt-se a zo savet evit ar chaseourien a fell dezhe bezañ gouest da implijout ur c'anol pe egile diouzh al loened a welint o chaseal. Ral eo ar fuzuilhoù-mañ e bed abalamour int ker ha luziet da broduiñ. Dont a ra o anv eus an alamaneg zwei, drei, vier (daou, tri, pevar).

Ur fuzuilh-chase daou denn Browning B25 kalibr 12. He daou ganol a vez gwintet da gargañ anezhi.

Skouerioù fuzuilhoù-chase[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fuzuilh poultr-du[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da glokaat

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Fuzuilh er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Olivier ACHARD, L'Univers des fusils, Solar 2002, p. 15
  2. (fr) [1] Comment la kalachnikov a changé le monde, troet gant Jean-Clément NAU, Slate, 11 a viz C'hwevrer 2012
  3. (fr) [2] Irak: Un sniper canadien abat un djihadiste de Daesh à une distance de 3.500 mètres, 20 minutes avec agences, 23 a viz Gouere 2017
  4. (fr) [3] Pajenn GIGN.org.
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan