Gewehr 43

Eus Wikipedia
Gewehr 43
Skeudenn ar pennad Gewehr 43

Ur Gewehr 43 hep lunedenn (a-us) ha gant ul lunedenn ZF4 (dindan)
Kinnig
Bro Trede Reich Trede Reich
Mont en-dro Fuzuilh damaotomatek
Munisionoù 7,92 × 57 mm Mauser
Produerien Carl Walther, Gustloff-Werke II, Berlin-Lübecker-Maschinenfabrik
Mare produiñ 1943 - 1945
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 4,4 kg
Hirder 1.117 mm
Hirder ar c'hanol 549 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 500 m (betek 800 m gant ul lunedenn)
Tizh mont e-maez ar boledoù 776 m/s
Endalc'h Klipoù 5 kartouchenn pe karger-fiñv 10 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B
Soudarded alaman gante fuzuilhoù Gewehr 43 war Talbenn ar Reter

Ar Gewehr 43 pe Karabiner 43 (berraet en G43, K43, Gew 43 ha Kar 43) a zo ur garabinenn alaman damaotomatek kambret e 7.92 × 57 mm Mauser. Savet e oa bet e 1943 gant an embregerezh Carl Walther evit arme an Trede Reich e-pad an Eil brezel-bed.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 1930 e klaske an Alamaned sevel ur fuzuilh damaotomatek. E 1940 e voe amprouet div anezhe gant ar Wehrmacht : ar Gewehr 41 (M) produet gant Mauser hag ar Gewehr 41 (W) savet gant Walther. Ne ziskouezas ket an daou arm bezañ fiziapl-kenañ. Ar G41 (W) a rae gant ar sistem amprest gazoù implijet e fuzuilhoù an Dan Søren Hansen Bang etre an daou vrezel-bed.[1] Goude deroù an oberadur Barbarossa e 1941 e voe tapet fuzuilhoù SVT-40 digant ar Rusianed. Kalz gwelloc'h ha fiziaploc'h e oa an arm soviedel. An Alamaned a savas ar Gewehr 43, dezhi tres hollek ar G41 (W) ha gwellaennoù awenet gant an SVT-40. Resis e oa ar G43. Implijet e voe kalzik evel fuzuilh-resisted war Talbenn ar Reter.[1]

Ul lodenn eus ar Gewehr 43 a voe produet gant labourerien rediet er Gustloff-Werke II, un is-kamp eus Buchenwald.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp.136-137
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan