Chassepot (fuzuilh)

Eus Wikipedia
Fusil d'Infanterie Modèle 1866
Skeudenn ar pennad ChassepotUr fuzuilh "Modèle 1866" pe Chassepot gant he baionetez
Kinnig
Bro Eil Impalaeriezh c'hall
Mont en-dro Fuzuilh tennata dre zorn, dre vorailh, spilhenn
Munisionoù Kartouchennoù paper 11 mm Chassepot
Produerien Manufacture d'Armes de Châtellerault, Manufacture d'Armes de Saint-Étienne, Manufacture d'Armes de Tulle, Manufacture d'Armes de Mutzig
Mare implij 1866–1874 (Bro-C'hall)
Pouez ha muzulioù
Mas 4,100 kg (4,700 kg gant he baionetez)
Hirder 1.310 mm (1.880 mm gant he baionetez)
Hirder ar c'hanol 795 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek Etre 300 ha 500 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 375 m/s
Lusk-tennañ 8 tenn/mn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Ar Chassepot pe hervez hec'h anv ofisiel Fusil d'infanterie modèle 1866 a oa ar fuzuilh gentañ karget dre he c'hulasenn implijet gant arme Bro-C'hall.

Istor ha mont en-dro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek 1840 e voe implijet gant an armeoù prusian an Dreyse, ur fuzuilh nevez he gwikefre. Enni e veze treuzet ar c'hartouchennoù paper gant ur spilhenn a lakae un emors da darzhañ. Ur pezh araokadenn e oa e-keñver ar fuzuilhoù implijet betek-neuze : ar c'hartouchennoù a oa aesoc'h da zougen ha da zornata evit ar boledoù hag ar poultr. Gellet a rae an arm nevez bezañ karget dre he c'hulasenn, setu e c'halle ar soudarded chom gourvezet pe pennglinet d'ar mare ma adkargent, ar pezh a oa gwelloc'h evit o surentez.

Evit respont d'ar fuzuilh Dreyse e c'houlennas Napoleon III e 1864 e vije pourvezet an arme gant ur fuzuilh karget dre he c'hulasenn ha dezhi ur c'halibr izeloc'h. Alphonse Antoine Chassepot, kontroller er Manufacture d'Armes de Châtellerault ha goude e hini Saint-Étienne, a wellaas kulasenn fuzuilhoù kent en ur ouzphennañ dezhi ur junt kaoutchoug evit ma vije didreuz d'an aer penn-da-benn. Roet e voe e anv d'ar fuzuilh nevez, a voe dibabet gant an arme ha produet adalek 1866.

Daou jestr a ranked ober da zigeriñ kulasenn ar fuzuilh Chassepot. Kement-se ne oa ket evit abegoù teknikel met abalamour e soñje da bennoù bras 'zo en arme c'hall e vije foeltret re a vunisionoù gant ar soudarded ma c'hallent kargañ ur munision re vuan.[1]

Diskouez a reas ar fuzuilh Chassepot bezañ resisoc'h evit an hini Dreyse, met lousaet e veze buan gant ar poultr du implijet enni.[2] Daoust d'he ferzhioù mat ne sikouras ket Frañs da c'hounit brezel 1870 a-enep da Brusia.

Kemeret e voe he flas en arme c'hall gant ar fuzuilh Gras adalek 1874.

Er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E sevenadur gall dibenn an XIXvet kantved e oa stag ar fuzuilh Chassepot ouzh gwaskerezh ar bobl gant an arme. Meneg a gaver eus an arm e meur a oberenn, en o zouez :

  • kanaouennoù ar barzh dispac'hour Eugène Pottier : "Maigres salaires et nul repos, / Il faut qu'on s'y fasse ou qu'on crève, / Bonnets carrés et chassepots / Ne se mettent jamais en grève." (e Jean Misère), pe "On l'a tuée à coups d'chassepots, / À coups de mitrailleuses, / Et roulée avec son drapeau / Dans la terre argileuse" e Elle n'est pas morte ! (1886), diwar-benn Kumun Pariz
  • er ganaouenn La Semaine Sanglante skrivet gant Jean Baptiste Clément e 1871 : "Demain les manons, les lorettes / Et les dames des beaux faubourgs / Porteront sur leurs collerettes / Des chassepots et des tambours / On mettra tout au tricolore / Les plats du jour et les rubans / Pendant que le héros Pandore / Fera fusiller nos enfants"

Meneget eo ar Chassepot meur a wech en oberenn beoc'helour La Débâcle gant Émile Zola (1892).

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Le fusil Chassepot (1866) et sa cartouche, fichenn da bellgargañ embannet gant Mirdi an Arme, Pariz (lennet d'ar 01/05/2024)
  2. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 120-121
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan