Timbroù Penrhyn

Eus Wikipedia
Timbr 1917

Brasañ atoll ar 15 enezenn a zo en enezeg Cook eo Penrhyn, lec'hiet e-kreiz ar Meurvor Habask. Dont a ra an anv (a orin kembraek) eus hini bag Lady Penrhyn ar c'habiten William Crofton Sever a zilestras eno e 1788, tra ma oa war an hent da gas prizonidi da Aostralia.

Staget eo bet enezenn Penrhyn ouzh ar Rouantelezh-Unanet gant Sir William Wiseman, en anv Breizh-Veur, d'an 22 a viz Meurzh 1888. Hervez pennoù-bras ar rouantelezh ez eus amañ ul lec'h strategel war hent ur raktres kevreañ telegrafek etre Aostralia ha Kanada.

Enez Penrhyn hag an Inizi Cook a voe e gwarez ar Rouantelezh-Unanet etre 1888 ha 1900. Treuzkaset e voe karg ar velestradurezh da Zeland-Nevez e 1901. Timbroù Zeland-Nevez a voe implijet da gentañ, met adalek miz Mae 1902 e voe dreistmoullet timbroù Zeland-Nevez a-ratozh kaer. E 1920 e teuas er-maez ur rummad ispisial. Skeudenn ar c'hwec'h timbr a ginnig poltred Cook hag e zilestrañ war an enezenn, ur wezenn-gokoz, porzh Avarua

Etre 1932 ha 1973 e voe implijet timbroù an Inizi Cook hepken, met pa voe roet an dizalc'hidigezh d'an enezeg e 1965 (gant liammoù start ouzh Zeland-Nevez dalc'hmat) e kavas Penrhyn un tamm emrenerezh evit embann timbroù en e anv. Ken bihan eo an enezenn ma c'heller bezañ bamet gant an niver bras a dimbroù moullet evit postoù Penrhyn, ha kompren e faot d'ar velestradurezh gwerzhañ tammoù paper liesliv (warno Gouel Nedeleg, familh ar Rouanez Elesbed II…) da zastumerien ar bed…

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]