Skoazell:Liammoù etrewiki

Eus Wikipedia

Liammoù etrewiki a reer eus liammoù a gas eus yezh ur Wikipedia d'ur bajenn heñvel en ur yezh all. Diskouezet e vez ar yezhoù-se e korn dehou uhelañ ar bajenn, pa gliker war niver yezhv.

Lod Wikipediaoù, an hini alamanek da skouer, a ginnig listenn ar yezhoù war tu kleiz o fajennoù ; lod all c'hoazh, evel ar Wikipedia arabek, a laka al listenn war an tu dehou.

Liammoù el listenn  niver yezh v [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Forzh pe bennad e Wikipedia a c'hall kas da bennadoù hag a bled gant an hevelep danvez e yezhoù all ; da skouer, dre ar pennad Bro gozh ma zadoù e c'hell tizhout ar bajenn gantonek a-douez 23 yezh estreget ar brezhoneg, hag ar pennad kantonek a gas d'an hini brezhonek a-douez an hevelep 23 yezh estreget ar c'hantoneg.

Gant Wikidata[1] e vez meret al liammoù etrewiki, ha gwelloc'h eo ober dre Wikidata pa venner plediñ gant al liammoù-se.

Wikidata[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wikidata zo ur raktres gevell da Wikipedia ; ur Wiki eo, eleze ec'h a-dro a-drugarez da implijerien hag implijerezed. Ur rann eus ar raktres-se eo merañ al liammoù etrewiki evit an holl Wikipediaoù, e 338 yezh (e miz Mae 2024). El listennad yezhoù a zo e korn dehou uhelañ ur pennad er Wikipedia brezhonek e kaver an holl liammoù a gas d'ur gentel eus ar pennad e meur a yezh. Kemmañ listenn ar yezhoù eo an doare reoliek da ouzhpennañ liammoù etrewiki pe da gemmañ anezho.

Ouzhpennañ ul liamm etrewiki nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klikañ war + niver yezhv a ziskouez listenn ar yezhoù a zo bet enrollet en elfenn Wikidata ar pennad.

E traoñ al listenn ez eus ul liamm anvet +  Ouzhpennañ yezhoù . Mar klikit war al liamm-se e teuio war wel ur voest ma c'hallot klikañ war al liamm Kemmañ al liammoù etreyezhel. Digoret e vo an elfenn Wikidata ; da neuze e c'hellot kemmañ ar yezhoù.

  1. War an tu dehou emañ ar voest anvet Wikipedia, gant an niver a yezhoù (24 entries evit ar pennad "Bro gozh ma zadoù", eleze ar brezhoneg + 23 yezh all).
  2. Klikit war al liamm edit ("kemmañ").
  3. E traoñ listenn ar yezhoù e teuio war wel ur voestig anvet wiki ; ennañ e rankit skrivañ kod ISO 639-1 ar brezhoneg, a zo br[2].
  4. Diouzhtu e tigoro ur voestig all e-kichen hini ar yezh, anvet page ; skrivit ennañ anv ar pennad a fell deoc'h liammañ ouzh ar Wikipediaoù all ; diskouezet e vo ul listennad pennadoù : dibabit ho pennad el listenn pe skrivit e anv war-eeun er voest.
  5. Klikit war publish e laezh boest ar yezhoù.

... Setu graet an taol !

Kemmañ anv ul liamm etrewiki

Klikit war edit, kemmit anv ar pennad ha klikit war publish.

Diverkañ ul liamm etrewiki

Klikit war edit, klikit war skeudenn ar boubellenn ha klikit war publish.

  • Atav e challit nullañ un ober dre glikañ war cancel ("Nullañ").

Mar deu war wel ur gemennadenn evel Site link ... is already used by item Q ..., ez eus dija e Wikidata un elfenn hag a gas d'ar pennad emaoc'h o klask liammañ. Ne c'heller ket liammañ meur a elfenn Wikidata ouzh an hevelep pennad. Daou abeg zo d'ar gemennadenn-se :

  • heñvelanvet eo an daou bennad ; gwell e vefe o c'hendeuziñ ;
  • disheñvel eo dodenn an eil pennad diouzh hini egile (ec'honoc'h eget egile eo dodenn an eil pennad peurliesañ), hag arabat eo o c'henliammañ, nemet e vefe un adkas[3] etre an div elfenn en unan eus an div yezh.

Meur a vunutenn zo rekis a-wechoù a-raok ma vefe gwelet ar yezh nevez e listenn ar yezhoù.

Liammañ ur pennad brezhonek dre ur pennad en ur yezh all

Mard eo ho pennad brezhonek un droidigezh diwar ur pennad a zo en ur Wikipedia all e c'hallit liammañ ar pennad-hont ouzh an hini brezhonek dre an hentenn a zo bet displeget amañ a-us.

  1. (en) Wikidata ha Wikipedia:Wikidata.
  2. Mar fell deoc'h ebarzhiñ ur yezh all, gwelit Listenn glok kodoù ISO 639-1.
  3. Gwelit (en) Wikipedia:Redirect.