Mont d’an endalc’had

Sigismund III Vasa

Eus Wikipedia
Sigismund Vasa, roue Pologn ha Roue Sveden, poltredet gant Rubens.
Sigismund Vasa, roue Pologn ha Roue Sveden, poltredet gant Rubens.
Katarzyna Jagiellonka, pe Katarina Jagellonica‎, mamm Sigismund III Vasa

Sigismund III Vasa (e svedeg), pe Zygmunt III Waza e poloneg, pe Zigmantas Vaza e lituaneg (1566–1632), a oa ur priñs svedat dilennet da roue Pologn ha dug-meur Lituania e 1587.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa d'an 20 a viz Mezheven 1566 e kastell Gripsholm, e Sveden, ha mervel a reas e Varsovia d'an 19 a viz Ebrel 1632. Mab e oa da Yann III, roue Sveden, ha d'e bried kentañ Katarina Jagellonica‎, priñsez eus Pologn.

Pologn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dilennet e voe da roue Pologn ha da Zug-Meur Lituania, lakaet e penn Republik an Div Vroad eta, en 1587. Chom a reas e penn an div vro betek 1632.

Roue Sveden (1592- 1599)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa varvas e dad, e 1592, e teuas da vezañ roue Sveden war un dro. Met ne oa ket prest ar vro brotestant da c'houzañv ur roue katolik, ha brezel-diabarzh a voe. E 1599 e voe ret dezhañ tec'hel eus Sveden, ha leuskel ar gurunenn gant e eontr Karl, a voe anvet da roue.

Dimezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wech e timezas, da ziv c'hoar

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp bugel gant Anna Aostria (1573-1598), met Vladislaus hepken ne varvas ket en bugel:

  1. Anna Maria (23 a viz Mae 1593 – 9 a viz C'hwevrer 1600)
  2. Catherine (19 a viz Ebrel 1594 – 16 a viz Mae 1594)
  3. Vladislaus (9 a viz Mezheven 1595 – 20 a viz Mae 1648), (roue etre 1632 ha 1648 gant an anv Władysław IV Waza Polonia)
  4. Catherine (27 a viz Gwengolo 1596 – 2 a viz Mezheven 1597)
  5. Christopher (10 a viz C'hwevrer 1598 – 10 a viz C'hwevrer 1598)

Bugale en doe gant Konstanza Aostria.

  1. Jan Kazimierz (1607-1608), marvet da ur bloaz,
  2. Jan II Kazimierz (1609-1672), panował w latach 1648-1668,
  3. Jan Albert Waza (1612-1634),
  4. Karol Ferdynand (1613-1655),
  5. Aleksander Karol Waza (1614-1634),
  6. Anna Konstancja (1616-1616), marvet en bugelig,
  7. Anna Katarzyna Konstancja (1619-1651).