Saozneg

Eus Wikipedia


Saozneg
(English)
Stadoù ma'z eo bet lakaet ar saozneg da yezh ofisiel dre lezenn pe de facto
Perzhioù
Komzet e : Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Kanada
Banniel Aostralia Aostralia
Iwerzhon Iwerzhon
Banniel Zeland-Nevez Zeland-Nevez
Liberia Liberia
India India
Er bed a-bezh evel eil yezh
Rannved : Europa
Norzhamerika
Aostralia
Komzet gant : 380 000 000 evel yezh kentañ
Renkadur : 3
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : • Dre lezenn
Banniel Aostralia Aostralia
Banniel Belize Belize
Liberia Liberia
Banniel Zeland-Nevez Zeland-Nevez
Meur a vro all er c'hCommonwealth

• Kenofisiel
Filipinez Filipinez
Kanada
Iwerzhon Iwerzhon
India India
Banniel Suafrika Suafrika
 Unaniezh Europa
De facto
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet

Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 en
ISO 639-2 eng
ISO 639-3
Kod SIL ENG
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar saozneg, pe an anglez[1][2] (English, /ˈɪŋɡlɪʃ/ (selaou )), eo ar yezh c'hermanek hag a vez komzet e Bro-Saoz. Alese eo deuet da vezañ yezh ofisiel meur a vro, da gentañ-penn hini ar Rouantelezh Unanet hag he zrevadennoù a-wezharall, en o mesk Stadoù-Unanet Amerika, Iwerzhon, Kanada, Aostralia, ha Zeland-Nevez. Ar saozneg zo unan ag ar yezhoù a vez kaozeet ar muiañ er bed.

Levezon ar saozneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

EN (ISO 639-1)

Edan levezon ar saozneg ez eus e-leizh a yezhoù arall, e tachennoù pouezus hiniv an deiz, da skouer en informatik hag en darempredoù a-bell, en armerzh. Ouzhpenn evit kement-se emañ deuet da vout pouezus-bras er bed, da gentañ a-gaoz da c'halloud an impalaeriezh saoz a-wezharall, ha surtout a-gaoz da c'halloud armerzh hag arme ar Stadoù Unanet. Ken pouezus emañ deuet da vout, mard eo ar yezh vrasañ en darempredoù etrebroadel, hag eilvet yezh ofisiel ur bochad broioù.

Emdroadur ar yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar saozneg zo ur yezh c'hermanek hag a zo bet edan levezon ar galleg e meur a goulz. Al levezon-se a vez gwelet dre gaozioù hag a zo bet amprestet (déjà vu pe rendez-vous, div droienn c'hallek hag a vez implijet e saozneg) hag en ur bochad gerioù a zo savet diwar ur wrizienn latin c'hoazh ivez. Ar gerioù-se a zo deuet a-barzh ar saozneg dre e zarempredoù gant ar galleg: a-gaoz d'an dra-se emaint tostik-tra, er skritur, ouzh ar ger kar. Ar gerioù-se a vez kavet er saozneg a-c'houde ker pell, ma ne sella ket mui an Anglizien oute evel ouzh kaozioù gallek. Da skouer: difference, introduction, village, pure.

Rannyezhoù Bro-Saoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Norzh
Kornôg Midlands
Su
Reter Midlands
West Country

Gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ul levr saoznek a zo ul levr skrivet e saozneg.
  • Saoznekaat a zo lakaat saoznekoc'h, pe e saozneg.

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger saozneg er
wikeriadur, ar geriadur frank.
  1. "anglez" war devri.bzh
  2. Banque Sonore des Dialectes Bretons, enklaskoù e Kerrien e 2013 hag e Prizieg e 2010 gant Adrien Desseigne ha Pierre-Yves Kersulec
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.