Mont d’an endalc’had

Parlamant Katalonia

Eus Wikipedia
parlamant Katalonia
Spanish regional parliament
Deiziad krouiñ1932 Kemmañ
Anv ofisielParlament de Catalunya Kemmañ
Anv er yezh a orinParlament de Catalunya, Parlamento de Cataluña, Parlament de Catalonha Kemmañ
Diellaouet gantArchives of the Parliament of Catalonia Kemmañ
Den e penn an aozadurPresident of the Parliament of Catalonia Kemmañ
PrezidantAnna Erra i Solà Kemmañ
House publicationButlletí Oficial del Parlament de Catalunya Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
Applies to jurisdictionKatalonia Kemmañ
Sez sokialPalace of the Parliament of Catalonia Kemmañ
Raklec'hiet gantCatalan Courts Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.parlament.cat/ Kemmañ
Nerzhioù e Parlamant Katalonia abaoe miz kerzu 2017.
  • ██ Cs: 36 kador
  • ██ JuntsxCat: 34 c'hador
  • ██ ERC-CatSí: 32 kador
  • ██ PSC-PSOE: 17 kador
  • ██ CatComú-Podem: 8 kador
  • ██ CUP:4 c'hador
  • ██ PP: 4 c'hador
  • Parlamant Katalonia (e katalaneg : Parlament de Catalunya, en okitaneg ; Parlament de Catalonha, e kastilhaneg : Parlamento de Cataluña) a zo breujoù lezennel Katalonia. Gant Prezidantelezh Katalonia ha Gouarnamant Katalonia e ra Generalitat Katalonia, da lavaret eo ensavadurioù emren ar vro.

    135 kannad a zo ennañ hag emañ e sez e Palez Parlamant Katalonia e Barcelona. E brezidant eo Roger Torrent abaoe miz genver 2018.

    Termenet eo galloudoù ar Parlamant gant melladoù 55 da 66 eus statud emrenerezh Katalonia : reprezantiñ a ra pobl Katalonia, votiñ a ra ar budjed, kontrolliñ ha reiñ lañs a ra da bolitikerezh ar gouarnamant. Hervez statud emrenerezh ar vro n'haller ket tagañ ar Parlamant.

    Orin ar Parlamant a zo en ensavadurioù katalan an XIvet kantved met savet eo bet an hini modern er bloavezhioù 1980 goude ma oa degouezhet an demokratelezh e Spagn en-dro da c'houde marv Francisco Franco.

    E 2017 e oa bet votet gant ar Parlamant, ur vajorelezh dizalc'hour ennañ, ul lezenn evit aozañ ur referendom war ar goulenn-se da vezañ dalc'het d'ar 1 a viz Here. D'ar 27 a viz Here e oa bet votet gantañ an dizalc'hidigezh diwar kinnig Prezidant ar Generalitat, Carles Puigdemont. Freuzet eo bet ar Parlamant diwar-neuze gant gouarnamant Spagn a-drugarez da vellad 155 Bonreizh Spagn evit ober un dilennadeg nevez e miz Kerzu 2017, he deus roet tamm pe damm ar memes majorelezh d'an dizalc'herien.