Mohel

Eus Wikipedia

Ur mohel (hebraeg : מוֹהֵל [moˈhel] ; distagadur achkenaz : {{LFE|[ˈmɔɪ.əl]]], liester : מוֹהֲלִים mohalim [mo.haˈlim] ; arameeg : מוֹהֲלָא‎ mohala, "amdroc'her") zo ur Yuzev en deus studiet evit ober war-dro ar brit milah, "emglev an amdroc'h", da lavaret eo an hini a amdroc'h ur paotrig eizhtez e-pad ul lid ispisial.