Mont d’an endalc’had

Milice française

Eus Wikipedia
Milice française
paramilitary organization, militia
Rann eusWWII Axis collaboration in France Kemmañ
Deiziad krouiñ30 Gen 1943 Kemmañ
LealdedRenad Vichy Kemmañ
Anv ofisielMilice française Kemmañ
Anv berrMilice Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
PrezidantJoseph Darnand Kemmañ
StadFrañs, Renad Vichy Kemmañ
IsaozadurFranc-Garde Kemmañ
Raklec'hiet gantService d'ordre légionnaire Kemmañ
Erlec'hiañ a raService d'ordre légionnaire Kemmañ
Deiziad divodadur9 Eos 1944 Kemmañ
Banniel ar Milice française

Ar Milice française pe Milice hepmuiken, a oa un aozadur politikel ha ledsoudardel gall, savet d'an 30 a viz Genver 1943 gant renad Vichy da stourm ouzh ar Rezistañsoù e Frañs evel ar Rezistañs c'hall hag ar Rezistañs vreizhat. Harp a roent d'ar Gestapo alaman ha d'an arme alaman a-wechoù, da glask yuzevien, tud tec'het rak an STO hag an dud gwelet evel tud fall gant Renad Vichy. Ur polis politikel e oa, hag ober a rae war-dro an urzh-vat ivez.

E penn ar Milice edo Pierre Laval, penn ar gouarnamant, met Joseph Darnand, ar pennsekretour, an hini a oa karget eus an oberiadoù

O c'han e oa ar Chant des cohortes. En holl e oa bet etre 25 000 ha 30 000 ezel d'an aozadur.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Penn kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Joseph Darnand, ez-soudard eus ar C'hentañ Brezel-bed 1914-1918, soudard emezelet e-pad an Eil Brezel-bed, stourmer broadelour gall eus an tu dehoù pellañ, a oa en em gavet e-penn al Légion française des combattants en Alpes-Maritimes. Ur wech digoret an aozadur da stourmerien yaouank Renad Vichy met na oant ket bet soudarded, en devoa savet e miz Eost 1941, en e zepartamant, ar Service d'ordre légionnaire. « Merzhet gant ar vinistred Darlan ha Pucheu pa oa e penn al Légion française des combattants eus Nisa, Darnand a voe harpet ganto evit ledanaat e aozadur damsoudardel, ar Service d’ordre légionnaire (SOL). Hendad ar Milice eo ar SOL ha buan en em led war ar zonenn Su gant ur 15 000 ezel, darn anezho o vezañ a orin eus an tu dehoù pellañ[1]. »

Ur milisian gant e unwisk, ur bered, oc'h evezhiañ prizonidi ar Rezistañs. Dougen a ra ardamez alaman ar re gloazet (talvezout a ra e oa bet o stourm gant unvezioù al lu alaman). Armet eo gant ur revolver, ur gopienn spagnol eus ar Smith & Wesson Model 10.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Max Lagarrigue, 99 questions... La France sous l'occupation, CNDP, Montpellier, 2007, p. 120.