Lazhadegoù Vynnytsia (1937-1938)

Eus Wikipedia
Lazhadegoù Vynnytsia
lazhadeg
Rann eusSpurjadennoù Bras Kemmañ
StadRepublik Soviedel Ukraina Kemmañ
Lec'hVinnytsia Kemmañ
Deiziad1930s Kemmañ
Deiziad kregiñ1937 Kemmañ
Deiziad echuiñ1938 Kemmañ

Goude ma oa bet aloubet douaroù an Unvaniezh Soviedel gant lu an Trede Reich, e-pad an oberiadur brezel Barbarossa, e voe daskoret gant sikour tud eus an tiriadoù meur a lec'h-beziañ kuzh. El lec'hioù-se e oa bezioù kuzh gouzañverien spurjoù meur 1937-1938. Tri lec'h zo brudet dreist ar re all:

Evit ober propaganda e-touez Poloniz e voe graet enklaskoù buan e Katyn e-lec'h ma oa bet beziet darn eus ar miliadoù a ofiserien eus lu Polonia hag a oa bet lazhadeget war urzh Stalin. E Vinnytsia e voe adkavet ar memes doare d'ober met ar wech-mañ evit tizhout poblañs Ukraina rak Ukrainiz dreist-holl eo a voe lazhadeget eno. Setu perak e chom brudet mat al lec'h-se en Ukraina hag un arouez splann eo eus gwask ar Soviediz war o bro.

Lazhadegoù ar spurjoù meur 1937-1938 e Ukraina[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Derc'hel tiriadoù Ukraina dindan sujidigezh ar soviediz a oa bet unan eus palioù diazez ar ren soviedel. Goude mare spouronus ar brezel diabarzh hag un naonegezh, Ukraina a voe lakaet dindan lusk ur bolitikerezh enep koulak ha strollerezh feuls milionoù a dud eus ar vro a varvas gant an naon, deportet pe lazhadeget (gwelet Holodomor).

Dre ma oa tost ouzh Alamagn Hitler, obererezhioù Jozef Stalin a oa dezho ur pal douarbolitikel hag a veze renet gant ar c'hoant da zerc'hel mat ar vro dindan e grabanoù. Chaseoù « enebourien ar bobl » ha re an « treitourien » a voe mammenn d'ur feulster spontus a-enep ar c'henelioù bihanniver en Ukraina, dreist-holl Poloniz, met ivez Ukrainiz ne vern o renkad kevredigezhel. Gant Spurjoù meur 1937-1938 e teuas da vezañ spouronus. An NKVD a fuzuilhas dekmiliadoù a dud dre ar vro a-bezh.

An dud harzet, dre vras adal listennoù, a oa boureviet garv a-benn kaout anvioù all tud da harzañ. An harzadennoù a oa graet evit an darn diouzh noz hag ar familhioù a chome hep kaout keloù eus ar re harzet difin. Ar re harzet ur wech jahinet a veze lazhadeget e kuzh dre strolladoù diouzh noz. Ur wech degaset el lec'hioù muntrañ e veze staget o daouarn a-dreñv o c'hein, goude-se e veze tennet warno ur wech pe muioc'h, gant bolodoù kalibr 22 er penn. Ar c'horfoù a veze bannet goude-se e fozioù, al lec'h a veze kuzhet eus an diavaez gant mogerioù koad uhel. Al lec'hioù lazhadegañ a oa lec'hioù didud evel koadoù tost diouzh ar greizennoù NKVD. Pa veze leuniet ur foz ha ma oa tu en ober e oa plantet gwez evit kuzhañ al lec'h. A-wechoù all c'hoazh e oa savet parkoù otoioù pe savadurioù a-us d'al lec'h.

Dizoloadenn al lec'h lazhañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa erruet an Alamaned e kêr Vinnytsia, ar pennoù kêr e miz Mae 1943 a gasas anezho etrezek al fozioù lazhañ e straed Lytinska. Testoù eus al lazhadegoù a ziskouezas resis e pelec'h e oa bet sebeliet ar c'horfoù: ur gwerjez, ur park hag ur vered. An nazied a sevenas kerkent enklaskoù e stumm un abadenn propaganda veur. Kroget e oa bet e miz Even 1943. 91 foz a voe kavet ha digoret; en holl e oa 9 432 gorf gant 149 maouez ; 5 644 c'horf a oa er gwerjez. Ne voe ket klasket er park a-bezh.

Implij er propaganda[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Degemeret e voe dileuriadoù lies evit lakaat anezho da weladenniñ al lec'hioù lazhañ e 1943. Politikourien ha pennoù uhel eus Bulgaria, Bro-C'hres, Finland, Danmark ha Sveden. Poltriji, filmoù keleier ha dezrevelloù a voe embannet e meur a vro. Ar propaganda Nazi a voe implijet kalz hag a embanne dizehan e oa un torfed komunour ha Stalinour met ivez yuzev, evel-se e oa roet digarez da lazhadegoù foran ar c'humuniezhoù yuzev en Ukraina gan an Einsatzgruppen, al lazhadegoù anavezet hiziv evel Shoah dre bolodoù.

Ar c'horfoù a voe tennet eus ar fozioù ha beziet en-dro gant ul lid relijiel, gant Vissarion Odessa ha kalz beleien orthodoks e penn al lid.