Mont d’an endalc’had

Kawan

Eus Wikipedia
Kawan
An iliz katolik ha monumant ar re varv.
An iliz katolik ha monumant ar re varv.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Cavan
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton ar Roc'h-Derrien (betek 2015)
Bear (abaoe 2015)
Kod kumun 22034
Kod post 22140
Maer
Amzer gefridi
Maurice Offret
2014-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger-Goueloù
Lec'hienn web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 516 ann. (2020)[1]
Stankter 92 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 40′ 22″ Norzh
3° 20′ 35″ Kornôg
/ 48.6727777778, -3.34305555556
Uhelderioù kreiz-kêr : 97 m
bihanañ 53 m — brasañ 111 m
Gorread 16,40 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kawan

Kawan (distaget [ˈka.wãn]) zo ur gumun eus Bro-Dreger e kanton Bear, e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Berard Tanguy ː Ecclesia de Cavan, 1170; Kaguan, 1283; Cavan, c. 1330; fin XIVvet kvd
  • Erwan Vallerie ː Kaguan, 1283; Cavarn ?, 1298; Cavan, 1371, 1516; Caven, 1592; Cahoen, 1630

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Distaget e vez ['kawèn] anv ar barrouz gant tud ar vro ha n'eo ket [ka'wann] evel ma vez klevet re alies gant nevez-vrezhonegerien 'zo. Dont a rafe an anv-se eus un adanv da sant c'hGaran, Kadvan, moarvat, hag a zo testeniekaet e Kembre. Div skol a zo diwar talvoudegezh anv ar Gumun :

  • ar re hag a zo stag gant un anv den :

Ne deu ket anv ar gumun-mañ diwar ar ger kaouenn. - B. Tanguy : diouzh henbrezhoneg Catman. (dislaret er bajenn Kaouenneg)

  • ar re a zo kentoc'h a du gant : kaouenn, an evn:

- Marteville & Varin (1843); - Jean-Yves Le Moing (2007); pajennoù 24 & 72. gwelout er bajenn kaozeadenn. - Hervez Froger ha Pressensé, teir gaouenn a zo en ardamezioù (kanus) familh Cavan, XIIIvet kantved (lodenn war ar stern)

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En aour e deir c'haouenn en sabel, 2, 1.[2]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nevezoadvezh ar maen hag ar mare gall-ha-roman[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe nevezoadvezh ar maen e tle bezañ tud o vevañ e-lec'h m'emañ ar barrez. Er mare galian-ha-roman e tremene an hent eus Landreger da g-Karaez hag an hini eus ar Roc'h da Louergad e-kichen ar bourk.

Ar grennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1030 e oa bet renablet ar barrez er "Pouillé de Tours". D'ar veskontez Royanteline e oa en XIvet kantved. Pa varvas ar veskontez e voe roet he douaroù da Zuk Breizh. War-lerc'h e kouezhas Kawan etre daouarn tud Pentevr ha goude re tud Avaogour. E kentañ lodenn an XIIvet kantved perc'henn aotrouniezh Kawan ha Kaouenneg a oa anvet Aymeri, bev e oa c'hoazh e 1280. Klask a reas e vab, Yann, stourm a-enep Dug Breizh, Yann Iañ, da sikour konted Pentevr. Koll a reas hag e tapas dug Breizh aotrouniezh Kawan digantañ, da reiñ da Yann a Kersaliou. Aotrouien Kawan a douge ur skoed "aour e deir c'haouenn sabel". Er XIVvet kantved e voe reuz e Bro-Dreger etre tiegezh Moñforzh a oa skoazellet gant ar Saozon hag hini Bleaz a oa eus kostezenn ar C'hallaoued. Mervel a reas kalz a Saozon e Kawan setu perak ez eus bet anvet ul lec'h "Bered ar Saozon". Echuiñ a reas al luz pa oant bet skarzhet e 1347. Er mare-se e oa Kawan ha Kaouenneg dindan dalc'h Gwengamp. Rannet e oa ar barrez hag e trev e meur a dalc'h lezennel bras.

Ar C'hevre[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kerzh brezelioù ar C'hevre Katolik en emgannas arme Bro-C'hall hag hini dug Mercœur, hag e voe distrujet bro Kawan e fin ar XVIvet kantved.

An Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Feulster ha krizder a voe kaset gant an Dispac'h Gall e Kawan. D'an 10 a viz Gwengolo 1792 e oa bet tapet meur a zegad a annezidi eus ar barrez en un emgann etre ar Warded Broadel Lannuon ha 4 000 emsavad eus ar parrezioù tro-war-dro, ha rediet da dennañ warne. Ar c'huzul-kêr kentañ da vezañ dilennet a oa e 1790.

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mervel a reas 77 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 5,27 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].

Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kemeret e voe 29 000 Lur en ti-post, gant tri ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 21 a viz Mae 1944, hag 20 000 Lur d'an 31 a viz Mae gant pevar ezel eus ar Rezistañs moarvat, hervez danevelloù sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[4].
  • Mervel a reas nav den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Iliz katolik Sant C'haran[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diavaez

Diabarzh

Chapel Barderoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maner Koad-Riou[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ti ar Vro (er presbital kozh)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumant ar re varv.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • D’ar 27 a viz Mae 2006 eo bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun ha roet d'ar gumun war un dro al label Ya d'ar brezhoneg live 2.

Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Klasoù divyezhek zo eno abaoe 1987.
  • E distro-skol 2022 e oa 91 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (48,9 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[5].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An amzer a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pêr ar Floc'h a voe dilennet maer e 1801. War-lerc'h e vezas heuliet gant Gwilhom Tremel, Gwilhom Razavet, F. Loeiz Droumaget, Yves-Marie Unwaz, Loeiz ar C'hwerv, Jozef Klec'h, Jozef ar Rolant, Jozef Helkin, Ujen an Hegarad, Fañch-Mari Perrot, Pierre-Yvon Tremael ha Pierre-Yves Nikol.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deuet eo Kawan da vezañ ur seurt "kêr-benn" evit sevenadur ar vro, ha deuet ez eus ur bern sonerien hag arzourien brudet e metoù sonerezh Breizh da vevañ e Kawan. En o zouez emañ: Gweltaz Moal, Hugues Besco, Louis-Jacques Suignard, Ifig Troadeg...

Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Le Borgne

Aotrounez la Bouëxière / Ar Veuzit

En argant e gab dentek en gul
Michel [6]
Aotrou Kerdaniel
En argant e benn Morian en sabel, talwedek en argant

Darempredoù etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Kawan gant ur gêr eus Kontelezh An Cabhán (Cavan e saozneg) en Iwerzhon.

Bro Kêr Abaoe
Iwerzhon Béal Tairbirt 1989

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (fr)J. Rigaud : Géographie historique des Côtes du Nord. Ti-moulerezh Guyon, Saint-Brieuc. 1890. Adembannet gant La Tour Gile, 1995.
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Hervez Froger ha Pressensé : ardamezioù kanus familh Cavan, XIIIvet kantved.
  3. 3,0 ha3,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  4. (fr)Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajennoù 254 ha 270, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  5. (br)Distro-skol ar c’helenn divyezhek
  6. MICHEL a zo anv ar familh ( aotrounez e Kemperven, Peurid ar Roc'h, Tredarzeg, Kawan)