Mont d’an endalc’had

Kastell Tonkedeg

Eus Wikipedia
Kastell Tonkedeg
Kastell Tonkedeg, gwelet eus an oabl.
Kastell Tonkedeg, gwelet eus an oabl.
Anv gallek Château de Tonquédec
Marevezh pe stil Krennamzer
Doare kastell Kastell-kreñv
Deroù ar savidigezh XIIvet kantved
Perc'henn kentañ Tiegezh Coëtmen-Penthièvre
Perc'henn
a-vremañ
Victoire de Rougé
Implij a-vremañ Annez prevez
Gwarez Monumant Istorel Monumant istorel rummet (1862)
Lec'hiadur
Daveennoù lec'hiañ 48° 40′ 36″ N, 3° 24′ 42″ K
Bro Breizh Breizh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Bro hengounel Banniel Bro-Dreger Bro-Dreger
Lec'hienn ofisiel tonquedec.com

Emañ Kastell Tonkedeg e kumun Tonkedeg, e Bro-Dreger hag e Aodoù-an-Arvor, a-us da draoñienn ar stêr Leger. E-touez ar bravañ ha brasañ savadurioù deus ar Grennamzer eo e Breizh hag e Frañs.

Tu zo da weladenniñ ar c'hastell adalek miz Ebrel betek miz Here ha d'e feurmiñ ivez. Filmet eo bet ar film Que la fête commence... a gont istor irienn Pontkalleg eno.

Rummet eo bet monumant istorel e 1862.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er XVvet kantved e voe savet ar c'hastell a weler e zismantroù bremañ war re ur c'hastell koshoc'h eus an XIIvet kantved.

E dibenn an XIIvet kantved e tremenas kastell an tiegezh Prigent etre daouarn hini Koetmen, a chomas perc'henn warnañ betek ar XVvet kantved. Tost e oa ar re-mañ da gostezenn Pentevr ha stourmet o doa a-enep kostezenn Moñforzh e-pad Brezel Hêrezh Breizh. Un nebeud bloavezhioù goude trec'h ar re Voñforzh a savas a-nevez Roland II ha Rolland III Koetmen, beskonted Tonkedeg, a-enep an dug Yann IV, a-unan gant Olier Klison, mignon d'ar roue gall Charlez V. Er bloaz 1395 e roas dug Breizh an urzh da zistruj o c'hastell.

Goude bezañ bet savet a-du gant dug Breizh e krogas Roland IV Koetmen da adsevel ar c'hastell adalek 1406. E kerzh ar XVvet kantved e voe brasaet ha modernaet ar c'hastell en ur zerc'hel kont eus ar c'hanolioù a oa armoù nevez. D'ar mare-se oa bet savet ar pep brasañ eus ar pezh a ra ar c'hastell d'an deiz hiziv. Hed-ha-hed an euredoù hag an hêrezhioù e tremenas ar c'hastell etre daouarn familhoù Acigné ha Gouyon de Moussaye da c'houde, er XVIIvet kantved.

Protestanted e oa ar re-mañ, ha pa grogas Brezel ar C'hevre e savas beskonted Tonkedeg a-du gant ar roue Herri IV hag a-enep dug Mercoeur, a oa gouarnour Breizh.

War urzh ar c'hardinal Richelieu e voe diskaret ar c'hastell adarre e 1626.

Adsevel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ bet gwerzhet hag adprenet gant meur a familh nobl, e voe darbet d'ar c'hastell bezañ gwerzhet evit tennañ implij eus ar mein anezhañ e dibenn an XIXvet kantved. Adprenet e voe gant aotrou Kerouarz avat evit reiñ d'he merc'h pa oa o vont da zimeziñ gant Pierre de Rougé, unan eus diskennidi ar familh Koetmen saverien ar c'hastell. Chomet eo abaoe etre daouarn ar familh etre daouarn e ziskennidi ar familh Rougé. Abaoe ar bloavezhioù 1950 ez eus bet graet labourioù da startaat ar rivinoù, gant skoazell an departamant, ar rannvro hag ar stad kreiz.

Lakaet e oa bet ar c'hastell war roll ar monumantoù istorel e 1862. Unan eus ar monumantoù a zesach ar muiañ a douristed e departamant Aodoù-an-Arvor an hini eo.

Tro ar C'hastell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn vrezhonek Kastell Tonkedeg, 1866

Kas a ra an nor vras d'ur porzh kentañ difennet gant mogerioù uhel, ar porzh izel eo. Diouzh an tu kleiz e kichen an nor e c'heller gwelet ouzh ar mein ger-stur Aotrouien Tonkedeg «e va Doe» (E va Doue). Kizellet eo al lizherennoù gotek gros ouzh ar mein met diaes int da lenn d'an deiz hiziv.

E kichen emañ ar porzh diabarzh. Difennet gant un nor – bolz a oa serret gant ur gael hag ur pont-gwint gwechall. Diaes eo da dremen dre an nor-se d'an deiz hiziv ha kaset e vez ar weladennerien dre un nor vihan a servije gwechall evit an troioù-ged. Er porzh diabarzh pe porzh a-enor e weler c'hoazh restachoù savadurioù distrujet al lojeiz hag ar chapel.

A-dreñv ar porzh-mañ emañ an tour meur, pelloc'h eget ar voger-tro. 4 m a devder e ra e vogerioù.
Savet e oa bet un tamm diwezhatoc'h eget an tourioù all ha difennet e oa an nor gant ur pont-gwint a roe tu da zispartiañ an tour meur eus peurrest ar c'hastell e-kenkaz vefe aloubet. Siminalioù a weler e pep estaj eus an tour ha diouzh an nec'h e taoler ur sell dibar ouzh ar vro a ro da gompren talvoudegezh strategel ar c'hastell gwechall.

Tu zo da weladenniñ rivinoù ar c'hastell adalek miz Ebrel da viz Here. Feurmet e vez a-wechoù evit filmoù, troiadoù luc'hskeudenniñ pe abadennoù all.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.