Mont d’an endalc’had

Jean-Denis Lanjuinais

Eus Wikipedia
Jean-Denis Lanjuinais
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJean Denis, comte Lanjuinais, Jean-Denis Lanjuinais Kemmañ
Anv-bihanJean Kemmañ
Anv-familhLanjuinais Kemmañ
Titl noblañsKont Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Meu 1753 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRoazhon Kemmañ
Deiziad ar marv13 Gen 1827 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Lec'h douaridigezhBered Père-Lachaise, Grave of Lanjuinais Kemmañ
Breur pe c'hoarJoseph-Elisabeth Lanjuinais Kemmañ
BugelVictor Lanjuinais, Paul Eugène Lanjuinais Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micherpolitiker, istorour, kazetenner, alvokad Kemmañ
Kargkannad gall, member of the Council of Elders, Pair of France, member of the Sénat conservateur, President of the National Convention Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-Veur Roazhon Kemmañ
Lec'h labourPariz Kemmañ
Strollad politikelKleub breton Kemmañ
Perzhiad eDispac'h Gall Kemmañ
Ezel eusAcadémie des Inscriptions et Belles-Lettres Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Jean-Denis Lanjuinais e 1790

Jean-Denis Lanjuinais a oa bet ganet e Roazhon d'an 12 a viz Meurzh 1753.

Aet da zoktor war ar gwir d'e 18 vloaz en devoa kenstrivet, gant berzh, evit kaout ar gador-gelenn war ar gwir-iliz e Roazhon e 1775. Alvokad kuzuliañ Breujoù Breizh e oa bet anvet da gannad an Trede-urzh gant e gengêriz eus senesaliezh Roazhon, a-benn breujoù 1789 : dibabet e oa bet evit ma vije skrivet kaieroù ar c'hlemmvanoù gantañ. D'an ampoent e tiskoueze bezañ en erbed ur vonarkiezh sklaerwel o soursial ouzh ar werin e-lec'h an noblañs. Gant ur Roazhonad all, Isaac Le Chapelier (bet krouet ar C'hleub breton gantañ), e oa ezel eus Kevredigezh mignoned ar vonreizh a oa liammet ouzh Kevredigezh Jakobined Pariz. Kemeret en devoa perzh bras e diazezadur al Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien ha boulc'het laikadur aktaoù marilh ar boblañs gantañ.

Dilennet er Goñvañsion a-gevret gant 4 c'hannad all eus Il-ha-Gwilen en devoa sezet en tu-dehoù, o treiñ a-du gant ar Jirondined ouzh ar Venezidi. Da geñver prosez Loeiz XVI (Bro-C'hall) e oa aet a-du gant an toull-bac'h betek ar peoc'h ha, pa oa bet votet marv ar roue, en devoa goulennet ma vije forbanet. Diwar neuze e talas muioc'h-mui ouzh politikerezh-spont Marat ha kentañ Kumun Pariz. Da-heul un nebeud tabutoù er Goñvañsion e oa bet lakaet harz warnañ. Deuet e oa a-benn da vont kuit digant an archer edo ouzh e ziwall. Dre rebourserezh e oa bet lakaet harz war e 2 vreur (unan a oa mezeg hag egile beleg), unan eus e c'hoarezed hag e vamm. D'an 28 a viz Gouere e oa bet lakaet da dreitour ouzh ar vammvro gant ar Goñvañsion. D'an 23 a viz Gwengolo en devoa Carrier lakaet holl vadoù Lanjuinais er vac'h. Kuzhat a reas e-barzh ur c'hrignol e Roazhon beket miz Kerzu 1794 a-raok adkavout e sez er Goñvañsion e-lec'h ma voe difenner ur politikerezh hanterouriñ.

Dilennet e oa bet e Kuzul ar re Gozh o tileuriañ departamant Il-ha-Gwilen. Ne oa ket bet dilennet en-dro e 1797 ha setu ma oa distroet da Roazhon e-lec'h m'en devoa kelennet e kador-gelenn war al lezennadurezh ar Skol Greiz. E miz Mae 1800 e oa aet da senedour. Embann a reas e oa a-du gant Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn (9 a viz Du 1799) met ne votas ket evit Ren ar C'hoñsul e vuhez-pad e 1802 nag evit an Impalaeriezh e 1804. Ar pezh na viras ket outañ a vezañ anvet da gont an Impalaeriezh e 1808... Par Bro-C'hall e oa bet e-kerzh Kentañ Restaorasion. E-pad ar C'hant-Devezh e oa bet kannad ar Seine e kambr an dileuridi ma oa bet dilennet da brezidant anezhi.

Da vare an Eil Restaorasion en devoa adkavet e sez e Kambr ar Birien. Diwar neuze, en em ouestlañ a reas e kentelioù war ar gwir roman en Akademiezh al Lezennadurezh a oa bet unan eus an tadoù diazezourien. Kenderc'hel a reas da zifenn e vennozhioù liberal betek-penn.

Ar re Sans-culottes o tagañ ar c'hannad Breton roueelour Jean-Denis Lanjuinais er vodadeg vroadel

Aet e oa bet da Anaon e Pariz d'an 13 a viz Genver 1827.