Mont d’an endalc’had

Horolaj

Eus Wikipedia
Un horolaj gant bizied

Un horolaj zo ur benveg da vuzuliañ an amzer ha da ziskouez an eur. Gant an darn vrasañ eus an horolajoù e vez diskouezet an eurioù hag ar munutennoù, gant re all e vez diskouezet an eilennoù ivez ha gant lod a-wechoù e vez merket an deiziad.

Er XVvet kantved e voe ijinet an horolajoù modern. A-raok e oa bet implijet doareoù all da vuzuliañ an amzer : an horolaj-heol, ma weler an eur diskouezet gant skeud ur vazhig taolet ouzh ur maen ront, a veze implijet kalz en Henamzer. An eurieroù-dour a oa un doare implijet kalz ivez gwechall : ganto e veze muzuliet an amzer lakaet gant ur c’hementad dour da dremen e-barzh pe e-maez ul lestr. Er Grennamzer e veze graet e broioù Europa gant horolajoù dre achaperezh, un dra bet ijinet e Sina : gant an horolaj e veze kontet brañselladennoù ur momeder. Nerzh luskell ar momeder a lakae ar mekanik da dreiñ hag evel-se e veze muzuliet an amzer o tremens, diskouezet gant bizied ouzh un dremm peurliesañ. Ret e veze sevel ar pouezioù ingal avat, evit ma talc’hfe an horolaj da vont en-dro.

Er XVvet kantved e voe ijinet an horolajoù modern, gant ur winterell enno. Gant ar stignad-se ne oa ket ezhomm da gaout ur momeder ken. Gant nerzh luskell ar winterell e veze lakaet ar mekanik da dreiñ ha muzuliet an amzer o tremen. Diwar ar mare-se e c’halle an horolajoù bezañ bras pe vihan. Adalek neuze ivez e voe eurieroù munut, anvet montroù, gant an dud.

Betek ar bloavezhioù 1970 e oa horolajoù mekanikel evel-se eus an darn vrasañ eus an horolajoù. Abaoe e reer muioc'h-mui gant horolajoù elektronek a c’hall bezañ bihanoc’h ha marc’hadmatoc’h ivez. Enno ez eus ur strinkenn kouarz a froum ingal ha dibaouez pa vez karget gant tredan. Kontet e vez ar froumadennoù-se hag evel-se e c’haller muzuliañ an amzer a dremen.

Gant horolajoù modern e vez muzuliet froumadennoù atomoù, da skouer atomoù keziom.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Horolaj er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.