Birinig pe kilhoù bihan
Ar c'hoari birinig zo ur c'hoari gant ur voul ha kilhoù bihan.
Doare ar c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lakaat ar muiañ ar gwellañ a gilhoù da gouezhañ eo pal ar c'hoari. Evit se e c'hoarier teir gwech gant ar voul.
Dafar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur c'hased koad,
- ur voul goad,
- ur wern hag ur gordennig ouzh he beg da zerc'hel ar voul goad,
- nav c'hilh bihan.
Penaos ez a en-dro ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ret eo d'ar c'hoarier strinkañ ar voulenn eus korn a-dreñv ar wern evit diskar ar muiañ a gilhoù a c'hell. Er-maez eus ar c'hoari eo strinket ar voulenn. Ne vezont lakaet en-dro ar c'hilhoù en o sav nemet ma'z int kouezhet holl a-raok fin an teir strinkadenn. Rankout a ra pep c'hoarier pakañ en-dro ar voulenn en e zorn goude pep strinkadenn. Ma ra ar voulenn en eil tro, an taol n'eo ket mat.
Ar poentoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pep kilh a dalv ur poent. Ar gont eo merkañ seizh poent warn-ugent gant teir strinkadenn. Ar maout a ya gant an hini en deus bet ar muiañ a boentoù.