Bearn

Eus Wikipedia
Bearn

  • ██ Bearn e Bro-C'hall
  • Bearn (Bearn, Biarn en okitaneg ; Béarn e galleg) zo ur vro zizalc'h kozh er Pireneoù a-raok dont da vezañ ur broviñs kozh e Bro-C'hall. Pau eo ar gêr-benn (abaoe 1270 ; Morlans e oa a-raok).

    A-gevret gant an teir froviñs Lapurdi, Nafarroa Beherea, Zuberoa a ya d’ober Hanternoz Euskal Herria, ha gant un tamm bihan eus Gwaskogn, ez eo aet d’ober departamant ar Pireneoù-Atlantel (64).

    En-dro da Vearn e emañ neuze hanternoz Euskadi (Iparralde) er c’hornôg, Lanneier Gwaskogn hag Armanhac en hanternoz, Bigorra er reter, hag Aragon (Spagn) er c’hreisteiz.

    En IXvet kantved e voe savet beseskontelezh Bearn, a voe dizalc’h e-pad pell ha gant he moneiz dezhi. E 1485 e tremenas Bearn dindan aotrouniezh rouantelezh Navarra. E 1589 e teuas Herri Navarra da vezañ roue Bro-C’hall dindan an anv Henri IV, ha staget e voe Bearn ouzh ar rouantelezh c’hall dre un emglev sinet d’an 20 a viz Here 1620. E 1790 e voe savet departamant ar Pireneoù-Atlantel diwar Bearn ha lodenn hanternoz Iparralde.

    An doare gwaskoneg (ur rannyezh eus an okitaneg) a gomzer e Bearn, a zo zo anvet bearnés.

    Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.