Mont d’an endalc’had

Ar c'harrad foenn

Eus Wikipedia

Ar c'harrad foenn (izelvroeg : De Hooiwagen-drieluik), diwar an daolenn a zo er c'hreiz, zo anv un deirzaolenn vras (147 x 224 cm) aozet gant eoul war goad derv e-tro ar bloaz 1516 gant al livour Izelvroat Hieronymus Bosch. E Mirdi ar Prado e Madrid emañ an oberenn war ziskouez. Sinet eo Jheronimus Bosch e korn dehou izelañ an daolenn greiz.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prenet e voe an daolenn e 1570 gant ar roue Felipe II Spagn, a oa o ren war ar Seitek Proviñs ; e 1574 e voe kaset da balez an Escorial e Madrid.

Pelloc'h e voe gwerzhet da varkiz Salamanca kent bout rannet etre teir zaolenn. An hini greiz — Ar c'harrad foenn end-eeun — a voe prenet e 1848 gant Isabel II Spagn ha kasert da balez Aranjuez ; an hini zehou a voe adkaset d'an Escorial hag an hini gleiz a voe fiziet er Prado. E 1914 e voe adstrollet an deirzaolenn e Mirdi ar Prado.

Un eiladur zo en Escorial, sinet e korn gleiz izelañ an daolenn gleiz ; e-pad pell ez eo bet lakaet d'an oberenn orin, hogen kenemglev zo hiziv evit kadarnaat ez eo teirzaolenn ar Prado an hini orin, livet gwelloc'h ha deiziadet 1510-1516 dre zendrokronologiezh. Den ne oar avat ha H. Bosch en deus livet an teir zaolenn, pe an hini greiz hepken, ar stalafioù (recto-verso) o vezañ bet livet gant deskarded en e labourva e 's-Hertogenbosch.

An deirzaolenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-dreñv an taolennoù ez eus livet un dremmvra ma weler ur marc'hadour-red kozh o vale war ribl ur stêrig, dik a-raok treuziñ ur pontig e gloued zigor ; emañ ar beajour oc'h astenn e vazh evit argas ur c'hi gourdrouzus, e-kichen evned du a zo o pigosat kig korf-marv ur marc'h pe un azen.
Meur a arvest zo en tu all d'ar wazh-dour : ur beajour all hanter ziwisket zo staget ouzh ur wezenn gant soudarded a zo o laerezh e draoù ; ur c'houblad maesaerien zo o tañsal ouzh son ur binioù tra m'emañ o deñved en o frankiz ; er pelloù ez eus un engroez o prientiñ ur grougradeg.
Kenemglev zo evit displegañ an daolenn : emañ ar marc'hadour o vont gant e hent hep plegañ da demptadur ar pec'hedoù, evel arvestoù al laeroñsi, ar grougadeg hag an dud lezirek o deus dilezet o labour.


Deskrivadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Testamant Kozh emañ skeudenn ar c'harrad foenn, man arouez berrbadelezh ha distervezh ar vuhez war an Douar : evel ar foenn ec'h a pep tra da sec'h (Levr ar Salmoù, 102:12 ; Levr Izaia, 40:6, 8).

Ar pec'hed orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo an daolenn etre an Neñv el laez ha liorzh Eden en traoñ. En Neñv emañ an doue er gouloù war ur goumoulenn ; war e du dehou ez eus ur goumoulenn wenn (ar Mad), war e du kleiz ez eus ur goumoulenn ruz (ar Fall). Tudennoù askellek ha lostek zo o kouezhañ war an Douar : aeled diskaret int, troet da ziaouled, o tegas ar Fall er bed.

E liorzh Eden e c'hoarvez ar pezh a zo kontet e Levr ar C'heneliezh, dre dri arvest :

  1. krouidigezh Adam hag Eva en drekleur, e kreiz an daolenn ;
  2. ar pec'hed orin zo diskouezet dindan : un naer gant penn ur vaouez zo o kinnig ar frouezhenn verzet da Adam — unan zo gant Eva dija ;
  3. en traoñ e weler un ael mat, ur c'hleze en e zorn, oc'h argas Adam hag Eva eus Eden war-du an daolenn greiz ; en noazh int bepred, hogen o kuzhat o ardivink-genel gant pep a frouezhenn verzet.

Ar pec'hedoù war an Douar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E laez an daolenn emañ Jezuz Nazaret en ur goumoulenn, e zivrec'h digor evel pa lavarfe ne c'hall ket reizhañ an darvoudoù mantrus a zo o c'hoarvezout er bed tro-dro d'ar c'harrad foenn.

Bras eo ar c'harrad foenn-se e kreiz an daolenn, da aroueziañ sioù an dud ; kement a foenn berniet a laka da soñjal er pec'hed a skloufoni. Daou arvest sioul a weler war ar ar bern : ur gwaz o pokat d'ur vaouez, ur soner mandolinenn o kendivizout gant ur vaouez a zo o lenn ur follenn ma'z eus ur ganaouenn.

Feulster zo war an douar e-kichen rodoù ar c'harr : ur vaouez o tagañ ur gwaz, daou zen o klask laerezh foenn war-bouez ferc'hier tra ma klask tud all o kemer foenn gant o daouarn, un tenner-dent, div vaouez all oc'h en em gannañ, hag un den kouezhet a zo war var da vezañ friket gant ur rod.

En drektalenn, e traoñ an daolenn, ez eus en tu kleiz ur c'hlasker-bara dall ambrouget gant ur bugel, ur vaouez a renk uhel gant ur Jipsianez a zo un dorndiouganerez ; er c'hreiz e weler ur mezeg o prederiañ ur vaouez a zo azezet war an douar — un triakler eo ar mezeg-se, evel an tenner-dent hag ar Jipsianez. En o c'hichen ez eus ur biniaouer : ul leanez zo o kinnig foenn (moneiz) dezhañ en ur zerc'hel un neudenn a zo stag ouzh sac'h ar binioù (arouez ardivink-genel ar wazed) : emañ ar vaouez a relijion o kinnig paeañ pe bout paeet evit darempredoù revel. A-drek al leanez ez eus reoù all : unan zo o tougen ur c'hargad foenn betek ur mell sac'h digor — berniañ madoù a ra an Iliz — dirak ur beleg tev azezet war ur gador binvidik, ur werennad gwin en e zorn — disoñjet gantañ e le a zilontegezh hag a labour e servij an doue ; ur pevare leanez zo o pediñ en tu all d'an daol.

Sioul eo an traoù a-dreñv ar c'harrad ; emañ ar pab, an impalaer, an uhelidi hag ar binvidien o vont da heul ar pezh a zo dezho : pinvidigezhioù ar bed, eleze ar galloud. A-dreñv dezho emañ o servijourien : an noblañsoù, ar vilourien hag ar varc'hadourien. An holl dud-se zo o tibuniñ edan bannieloù an Impalaeriezh santel roman german ha Rouantelezh Bro-C'hall.

Drouksperedoù zo o stlejañ ar c'harrad foenn war-du an daolenn dehou.

An Ifern[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-c'houde o fec'hedoù en daolenn greiz en em gav an dud en Ifern. E laez an daolenn emañ ar bed o teviñ hag o tivogediñ en noz, lod tud zo beuzet ha lod all zo krouget.

Den ne oar petra eo an tour bras emeur o sevel : diaouled zo o venañ treustoù, ouzh o gorren war-bouez kerdin, o vañsoniñ brikennoù.

Izeloc'h eget an tour e weler un den en noazh a zo degaset d'an Ifern gant daou zroukspered ; emañ an den o sellet ouzh an daolenn greiz, evel p'en devefe keuz eus ar bed emañ o paouez kuitaat. En-dro dezhañ ez eus tud o c'houzañv ar jahin.

Ur gentel buhezegezh kristen eo Ar c'harrad foenn ; marteze e vo bet peurzesket p'en devo mab-den komprenet en tour a zo en Ifern...

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Garrido, Carmen & Van Schoute, Roger. Bosch at the Museo del Prado : Technical Study. Madrid : Museo del Prado/Aldeasa, 2001 (ISBN 978-84-8003-265-0)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.