Mont d’an endalc’had

Lorenzo di Pierfrancesco de' Medici

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Lorenzo il Popolano)
Poltred un den yaouank, gant Botticelli, marteze hini Lorenzo il Popolano

Lorenzo di Pierfrancesco de' Medici , lesanvet Lorenzo il Popolano, a oa ur priñs italian eus skourr yaouañ an Tiegezh Medici.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Pierfrancesco di Lorenzo de' Medici. E dad-kozh a-berzh tad e oa Lorenzo il Vecchio, breur yaouañ Cosimo de' Medici ha diazezer skourr yaouañ an Tiegezh Medici. Ur breur en doa, Giovanni il Popolano.
Goude marv o zad e 1476 e voe savet an daou vugel gant o c'hendirvi Giuliano ha Lorenzo de' Medici. Kelennet e voent gant lenneien evel Marsilio Ficino hag Angelo Poliziano ha savet e-kreiz tud a zeskadurezh hag a sevenadur evel a veze e lez il Magnifico. Troet da-vat e oant gant ar studioù klasel hag al levrioù, ka krouet e voe ganto ul levraoueg da zastum dornskridoù.
A-benn ur pennad e trenkas ar soubenn etrezo ha Lorenzo il Magnifico, en abeg d'an arc'hant dreist-holl, rak Lorenzo il Magnifico a vire hêrezh an daou vreur e-lec'h merañ anezho e-pad o yaouankiz hepmui. Mont a reas an afer betek al lez-varn.
Goude marv Lorenzo il Magnifico e savjont a-enep o c'henderv Piero (il Fatuo), ma voent harluet gantañ e miz Ebrel 1494.
A-benn miz Du avat e oa distro an daou vreur Lorenzo ha Giovanni da Firenze, da-heul arme c'hall Charlez VIII, a oa oc'h aloubiñ Italia, dre ma oa bet distroadet Piero gant un Dispac'h republikan. Mont a rejont a-du gant Girolamo Savonarola ha roet e voe dezho al lesanv Popolano ("Poblel") kement ha diskouez e oant e-tu ar bobl, e-skoaz skourr Piero de' Medici, ha ne oa nemet un tirant anezhañ. Anvet e voe Giovanni da gannad ar republik nevez, ar Repubblica fiorentina.

E vugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas da Semiramide Appiano, ha 5 bugel o doe: