Mont d’an endalc’had

Ar Sigoter

Eus Wikipedia
(Adkaset eus L'Escamoteur)

De goochelaar ("Ar sigoter") zo un eoullivadur war goad diwar zorn al livourizelvroat Hieronymus Bosch, graet etre 1496 ha 1520.

Meur a anv gallek zo bet roet d'an oberenn : L'Escamoteur, Le Jongleur, Le Bouffon ha Le Prestidigitateur.
E mirdi-kêr Saint-Germain-en-Laye e Bro-C'hall emañ hiziv.

De goochelaar

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp doare zo d'al livadur, hag un engravadur, met an doare a zo miret en un arc'h-kreñv e mirdi-kêr Saint-Germain-en-Laye a vefe an doare orin.

Laeret e oa bet e miz Kerzu 1978 gant ar strollad gall anveliour-komunour Action directe, hag adkavet e miz C'hwevrer 1979[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]