Dek Gourc'hemenn

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gourc'hemennoù Doue)
Moizez hag an Dek Gourc'hemennRembrandt van Rijn, 1659

An Dek Gourc'hemenn (hebraeg עֲשֶׂרֶת הַדִּבְּרוֹת , asereth ha-dibroth, "an Dek Komz") zo ul listennad urzhioù a zo e Testamant Kozh ar Bibl, levr nevet ar Yuzevien hag ar Gristenien.

Hervez an hengoun e vijent bet degemeret gant Moizez war Menez Sinai.

Gourc'hemennoù Doue a reer anezho ivez er skridoù brezhonek[1].

Listenn an Dek Gourc'hemenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Bibl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ ur berradur eus an dek gourc'hemenn evel m'emaint er Bibl (Ermaeziadeg XX,3-17 hag Adlezenn V,7-18)[2],[3].

(Un droidigezh eeun diwar meur a yezh — war-bouez an henyezh orin — eo kement-mañ.)

  1. Ne 'z po ket doueed all e-tal din
  2. Ne ri skeudenn ebet a-benn he azeuliñ hag he servijout
  3. Ne doui ket anv da Zoue en aner
  4. Dalc'h soñj eus devezh ar Sabad, ma ne labouri ket
  5. Enor da dad ha da vamm
  6. Ne lazhi ket
  7. Ne avoultri ket
  8. Ne laeri ket
  9. Ne ri falstesteni ebet enep da nesañ
  10. Ne c'hoanti na ti na gwreg da nesañ, na tra pe dra a zo dezhañ

El Levr a gelennadurez kristen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg e oa bet lakaet ar gourc'hemennoù-se e stumm divwerzennoù evit aesaat an deskiñ d'ar vugale a ranke gouzout anezho dre an eñvor evit gallout ober o fask kentañ.

El Levr a gelennadurez kristen (Kemper- Brest 1932), anezhañ ur c'hatekiz bihan, e kaver skrid ar gourc'hemennoù-se, pajenn 117.

  1. Un doue hepken a adori / Ha dreist pep tra a gari
  2. Hep kaoz e anv ne doui ket / Nag ivez netra all ebet
  3. Miret a ri an holl sulioù / Gant euvroù mat ha pedennoù
  4. Da dad, da vamm, a enori / Ha da vuhez a astenni
  5. Ha mir ne lazhi den ebet / Nag a galon nag a efed
  6. Lubrik mir na vezi nepred / Dindan boan da vezaén daonet
  7. En em ziwall diouzh laeroñsi / Na domach da hentez ne ri
  8. Na gevier na falstesteni / Mir birviken ne liviri
  9. Madoù re all na zezir ket / Evit o c'haout hep gwir ebet
  10. Na c'hoanta dre luksur pec'hiñ / Nag e soñj vil n'en em bliji
  • Merzet e vo ez eo disheñvel urzh ar gourc'hemmennoù-se diouzh hini ar Bibl : ar pempvet a zo amañ eo ar c'hwec'hvet er Bibl, hag ar c'hwec'hvet ivez e kelc'hlizher ar pab Yann-Baol II Evangelium Vitæ, § 53.

Gourc'hemennoù an Iliz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arabat eo droukveskañ gant Gourc'hemennoù an Iliz, a zo c'hwec'h anezho.

Pennadoù kar, a-bell pe a dost[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Geriadur istorel ar brezhoneg Roparz Hemon.
  2. La Sainte Bible, troet gant A. Crampon, Société S. Jean l'Évangéliste, Desclée & Cie, Tournai, 1904 (fr)
  3. La Bible, Segond 21, Société biblique de Genève, Genève, 2007 ISBN 978-2-608-12301-5 (fr)